Ur sell arzel war binvioù InSight |
An Interior Exploration using Seismic Investigations, Geodesy and Heat Transport (InSight) zo ur gefridi aozet gant an NASA evit studiañ framm diabarzh don ar blanedenn Meurzh.
Ar gefridi zo bet kroget d'ar 5 a viz Mae 2018 pa oa bet lañset en egor ur sontenn robot savet gant skourr egorel an embregerezh stadunanat Lockheed Martin, gant harp kefluskerioù jet an NASA ; pradet eo ar sontenn en Elysium Planitia war Meurzh d'ar 26 a viz Du 2018. InSight he deus beajet 483 milion a gilometroù en holl.
Darn eus binvioù-studiañ ar sontenn zo bet savet en Europa.